Pinvidikaet eo dastumadoù pad ar mirdi en hañv 2024 gant ur sell ouzh Yan’ Dargent hag an Divina Commedia.
E 1879 eo embannet oberenn Dante skeudennaouet gant Yan’ Dargent ha berzh e ra diouzhtu. En diskouezadeg e kaver meur a dresadenn orin eus dastumad ar mirdi. War wel emañ ivez skwerennoù eus embannadur Garnier 1879 e galleg hag e spagnoleg, a-wechoù war baper kaer.
Kaer pe gaeroc’h eo skeudennoù Yan’ Dargent ha re Gustave Doré, hag emañ pep a skeudennadur en armelioù-gwer. Ouzh ar voger ez eus staget taolennoù gant Yan’ Dargent diwar ar memes awen.
Levrioù prestet gant dastumad glad levraoueg ar Maezoù Frank eus Roazhon a ziskouez ar birvilh bet en-dro da bennoberenn Dante en XIXvet kantved. E-kichen al livadenn Brizeux ha Mari war vord ar Skorv gant Yan’ Dargent, prestet gant Mirdi Arz hag Istor Sant-Brieg, eo kinniget troidigezh an Divina Commedia gant Auguste Brizeux.
Dosier kaset da benn e kenlabour gant Claire Lesage, Mestrez-prezegennerez en italianeg e Skol-Veur Roazhon 2, ezel eus ar CELLAM hag e karg eus an ahel « Degemer a-fed danvez » eus an ANR Dante eus dec’h da hiziv e Frañs (DhaF)