Skip to main content

Diskouez a ra ar mirdi Yan’ Dargent un daolenn eus un dastumad prevez ha na oa ket bet gwelet gwech ebet c’hoazh gant ar publik.

Ar sinadur Yan Ed D a ro deomp da soñjal ez eus anezhi un oberenn yaouankiz. An tres anezhi zo tost ouzh tresadennoù hag engravadurioù e dastumadoù ar mirdi ha sinet Yan Edw Dargent pe YD.

Paotr-girvi war reier Plouneour-Traezh. © Xavier Le Bos Despinoy

Paotr-girvi war reier Plouneour-Traezh. Livadenn. Dastumad Xavier Le Bos Despinoy.© Xavier Le Bos Despinoy – Photo Albert Pennec

Ar paotr-girvi © Mirdi Yan' Dargent Sant-Servez

Ar paotr-girvi. Tresadenn gant min plom, pastel, ankr. Dastumad Mirdi Yan’ Dargent Sant-Servez © Mirdi Yan’ Dargent Poltred Albert Pennec