An droiad <em>War roudoù Yan' Dargent</em>
Gant an droiad War roudoù Yan’ Dargent ez eo pedet an dud da vont da heul Yan’ Dargent, da lakaat gweledoù Breizh da gomz gant e livadennoù, da vont d’an ilizoù m’en deus choazet an arzour da ziskouez e oberennoù, da gaout anezhañ en-dro er mirdioù hag e lec’hioù all digor d’ar publik. An droiad-mañ zo roet lusk dezhañ gant kevredigezh Mignoned Mirdi Yan’ Dargent da geñver daou c’hant vloaz ganedigezh an arzour. Evit ar wech kentañ ma ‘z eus diouti e chom an droiad e departamant Penn-ar-Bed.
Gwelet dre ar munud deskrivadenn an droiad War roudoù Yan’ Dargent :
Sant-Servez, Kemper, Landerne, Montroulez, Kastell-Paol, Brest, Loktudi, Plouvien et Gwineventer
Sant-Servez
Er mirdi hag er porzh-iliz asambles eo diskuliet ar gwellañ ampartiz an arzour.
Digor eus an 29 a viz Even d’an 31 a viz Eost e tiskouez Mirdi Yan’ Dargent a bep seurt livadennoù hag un dastumad bras a dresadennoù ha levrioù skeudennet gant Yan’ Dargent.
En hañv-mañ e kinniger sellet a dostoc’h ouzh An Divina Commedia gant Dante skeudennet gant Yan’ Dargent e 1879 (tresadennoù, embannadennoù rouez) hag ouzh ur poltred eus un dastumad prevez, kinniget evit ar wech kentañ d’ar publik, hag a ra heklev da veur a oberenn all er mirdi.
Klokaet eo gweladenn ar mirdi gant hini an iliz eus ar XVIIvet kantved hag ar chapel. Enno e c’heller gwelet meur a oberenn gant an arzour : livadennoù war voger, taolennoù, gwerennoù-livet. Lod eus an oberennoù-mañ oa bet lakaet e plas gant an arzour e-unan, lod all zo bet prenet nevesoc’h zo. An holl anezho zo bet kempennet e framm reneveziñ an iliz kaset da benn gant ar gumun gant skoazell meur a ensavadur (DRAC, Diazezadur ar glad, Rannvro Breizh, Kuzul-Departamant Penn-ar-Bed).
Taolit evezh en hañv-mañ : Prestet en deus Mirdi Bro Leon eus Lesneven deomp un dresadenn bet graet gant Yan’ Dargent da brientiñ an daolenn Marv Salaün ar Foll diskouezet en iliz.
Eus Sant-Servez e c’heller loc’h evit ur valeadenn : An droiad Yan’ Dargent a base dirak Ti Robée, an ti ma oa ganet Yan’ Dargent ennañ, kouezet en e boull hiziv. Moien zo ivez da vont betek an Elorn ha Brezal, lec’hioù ma oa bet awenet Yan’ Dargent ganto alies.
Kemper
Iliz-veur Sant-Kaourintin. E 1870 en doa fiziet an aotroù ‘n Eskob Sergent, e penn Eskopti Kemper ha Leon, e Yan’ Dargent kinklañ eizh chapel kostezioù an iliz-veur. Bezañ ez eo al labour kinklañ brasañ bet graet gant an arzour. E 1871-1872 eo kinklet chapelioù sant Pêr, sant Rok ha sant Kaourintin, da c’houde re santez Anna ha sant Jozeb e 1873, sant Yann-Vadezour e 1875, sant Paol ha sant Frederig e 1876. E framm un eil frapad e liv an arzour : An Tad Maner o resev donezon ar brezhoneg ha Prezeg dom Mikael an Nobletz e 1878-1879, ar C’hinivelezh hag Azeulidigezh an Tri Roue e 1881-1883.
Hervez ar c’hiz en deus rentet Yan’ Dargent enor d’ar c’hougemennerien ha d’an donezonerien o livañ o fennoù en oberennoù-se : an aotroù Sergent, ar chalonied de Calan, de Penfeuntenyo ha Rossi, ar skoazellerien ha mignoned evel Victor Courant, ar re Cornic a gKernazet e Kerfeunten.
Gant anaouedegezh vat evit al labour-mañ eo kredapl e oa bet roet d’an arzour al Lejion a enor e 1877.
Mirdi arzoù-kaer Kemper ez eus e-leizh a oberennoù gant Yan’ Dargent ennañ.
E sal simbolour ar mirdi eo diskouezet Ar C’hannerezed-noz eus 1861, Kalvar kozh Killinen e-kichen Kemper ha Skouadrenn an Norzh en diabell da C’houlven. Er mirdi e kaver ivez un dastumad bras a dresadennoù ha studiadennoù gant Yan’ Dargent : Marv ar barzh diwezhañ (glaouenn eus 1864), Poltred Prosper Proux, Skeud ar geuneier, Mougevioù Beg ar Garreg Hir, Gweled gant ar c’harr.
En hañv-mañ e kinnig ar mirdi un diduadenn evit ar yaouankizoù en-dro da Yan’ Dargent : pep gwener eus an 12 a viz Gouere d’an 23 a viz Eost. Da 10 eur : atalier arzoù-neuziañ evit ar re 7-12 vloaz. Da 11eur : gweladenn c’hoari evit ar re 4-6 vloaz. Plasoù kontet. Lakaat e anv ha paeañ e linenn war quimperplus.bzh.
Taolit evezh : serret e vo ar mirdi azalek miz Here 2024 evit labourioù.
Gouzout hiroc’h war al lec’hienn : www.mbaq.fr
Mirdi Breizhek an Departamant a zo ennañ un dastumad bras a dresadennoù ha studiadennoù (kreion, liv-tresañ), livadennoù, priajoù hag a c’heller gwelet e tro-pad ar mirdi.
Labourioù Yan’ Dargent ‘vo lakaet war wel en diskar-amzer 2024.
Gouzout hiroc’h war al lec’hienn : musee-breton.finistere.fr
Mirdi ar feilhañs zo dezhañ daou bezh priaj kinklet gant Yan’ Dargent : plad gant naered ha plakenn doug-goulaouennoù.
An div oberenn-mañ zo diskouezet drek gwerenn ar mirdi a c’heller gwelet eus ru Jean-Baptiste Bousquet da geñver daou c’hant vloaz ganedigezh Yan’ Dargent.
Gouzout hiroc’h war al lec’hienn : www.musee-faience-quimper.com
Landerne
Eno en doa savet Claude Dargent, tad Yan’ Dargent, ur familh nevez goude marv mamm Yan’ Dargent e 1826. Darempred en doa an arzour gant e hantervreudeur hag hanterc’hoarezed.
E iliz Sant-Houardon ez eus miret 13 livadenn gant an arzour, a-istribilh er c’heur hag en nev, hag enskrivet evel Monumantoù istorel. Azalek ar 7 a viz Even e roio un diskouezadeg sklêrijenn war liammoù Yan’ Dargent gant Landerne ha war istor souezhus al livadennoù-se.
Montroulez
Diskouez a ra Mirdi Montroulez en hañv-mañ oberennoù eus e zastumad, livadennoù ha tresadennoù, e stumm un diskouezadeg dosier a laka war-wel div dresadenn rouez hag a oa bet graet evit An Divina Commedia gant Dante. An tresadennoù-mañ a ra heklev d’an diskouezadeg war An Divina Commedia kinniget e Sant-Servez en hañv-mañ.
Digor eo an diskouezadeg eus ar 15 a viz Even d’an 30 a viz Gwengolo.
Taolit evezh : er poent-mañ eo serret ar mirdi evit labourioù setu m’emañ an diskouezadeg en Ti-Pondalez.
Gouzout hiroc’h war al lec’hienn : musee.ville.morlaix.fr
Kastell-Paol
Skoliad e oa bet Yan’ Dargent e Skolaj Leon eus 1837 da 1839 (deuet da vezañ Skolaj ar C’hreiskêr e 1911), ha soñj en deus bet eus an dra-se Graet en deus div livadenn vras evit ar skol : Meudig bihan ha Bugale o c’hoari war un tornaod. An div livadenn-mañ zo diskouezet er mirdi Yan’ Dargent e-doug an hañv 2024.
Sevel a ra un ti e bord an aod etre Kastell-Paol ha Rosko, e Kreac’h Andre, lec’h ma teu da chom e 1865. Awenet kenañ eo bet gant aochoù ar vro. Pelloc’hig, kostez Karanteg, Kerlouan pe Gwiseni e vo kavet lec’hioù all livet gant an arzour (er mirdi Yan’ Dargent e vo gwelet an taolennoù Bord ar mor e Karanteg pe Peñseerien e Gwiseni).
E ti-kêr Kastell-Paol eo diskouezet an daolenn Ar baotrezig eus Leon, anavezet ivez dindan an anv Ar Roskoadez vihan pe c’hoazh Rederez an aod. Enskrivet eo an daolenn hag he framm er monumantoù istorel abaoe 2014. An daolenn a c’heller gwelet d’an dervezhioù ha d’an eurioù ma vez digor an ti-kêr.
Brest
E mirdi Arzoù-kaer Brest ez eus diskouezet div oberenn gant Yan’ Dargent en diskouezadeg verrbad Galv ar mor betek ar 1añ a viz Gwengolo
Bugale war an tornaod e Penn-Hir zo ur gweled faltaziet eus un tornaod, warnañ bugale o c’hoari, bras o daoulagad ha ront o dremmoù. An oberenn-mañ a c’hellje bezañ bet diskouezet e Saloñs 1889 dindan an titr Tornaod e bae Din, beg Kraozon
Ar c’hlaouenn Tornaod Penn-Hir a ziskouez c’hoarioù etre skeud ha sklêrijenn hag a zegas dramaegezh d’ar gweledva-mañ, etre gwirvoud ha faltazi.
Gouzout hiroc’h war al lec’hienn : musee.brest.fr
Loktudi
E maner Kerazan, perc’hennet gant an Institut de France, e c’heller gwelet er Saloñs bras ul livadenn vor gant Yan’ Dargent, livadur eoul war goad, bihan e vent, tost da daolenn gaer mirdi Arzoù-kaer Brest D’ar pardaez war an aod e Rosko.
Aod Rosko, livet en-dro d’ar bloavezhioù 1865-1870, a vije ur studiadenn evit ul livadenn kalz brasoc’h ha dianav hiziv. Gweledvaoù Breizh a blije da Yan’ Dargent, evel ma raent da berc’henned maner Kerazan, ar familh Astor. Ratreet e oa bet an daolenn-mañ e 2011.