E Kleder emañ e atalier-palier. Priziet eo bet meur a wech dija hag emañ bremañ o paouez kaout ar Priz Bras Marie ha Léon Navier 2023 evit e oberenn glok engravadurioù war goad a-sav-sonn. Anvet eo ar c’hoad e mod-mañ rak engravet e vez a-skouer gant neudenn ar c’hoad. Rouez eo an engraverien mailh war an teknik-se e Frañs.
Un doare boutin kenañ e oa en embann en XIXvet kantved hag a oa bet implijet da skignañ skeudennoù Yan’ Dargent. Heklev zo neuze etre dastumadoù pad ar mirdi Yan’ Dargent ha diskouezadeg Serge Marzin.
Yaouank kenañ e oa staget Serge Marzin da dresañ ha da livañ. Gant an engravadur war goad ha war gouevr eo avat e kav e hent arzel.
Estlammet e vezer gant an engravadurioù-mañ, hir al linennoù enno, kenurzhiet kaer, o sevel tachadoù leun a lusk enno, evit diskouez er fin ur skeudenn puilh ar vuhez, an alan, ar c’hevrin enni, koulz en oberennoù skeudenniñ fetis hag er re difetis. Bamet e vezer ivez gant kalite ar moullañ war baperioù prizius, Chin pe Japon, ankret gant ampartiz.
Taolit evezh : en diskouezadeg ez eus un armel-gwer pedagogel, enni an ostilhoù implijet da engraviñ ar c’hoad hag ar c’houevr, hag ur gwask bihan.
Serge Marzin, arzour a enor pedet er Mirdi Yan’ Dargent
En em gavout gant Serge Marzin da gomz gantañ eus e labour hag eus an engraviñ :
- D’ar sul 7/7 da 3eur
- D’ar sul 11/8 da 3eur
Stal deskiñ engraviñ : teknik poentenn sec’h war Renalon (plexiglas) e-pad 3 eurvezh
- frapad kerent-bugale d’ar merc’her 10/7 da 9e : daou-ha-daou o labourat war ar memes patrom ! Azalek 5 bloaz, 25€ evit pep binom.
- frapad bugale d’ar gwener 19/7 da 9e : 6 pe 8 bugel azalek 5 bloaz, digoust.
- frapad tud gour d’ar gwener 9/8 da 9e : 6 pe 8 den, 25€ pep hini.
Enskrivadurioù :
dre bostel da : museeyandargent@gmail.com pe dre implijout furmskrid daremprediñ al lec’hienn-mañ