Skip to main content

Raktres ur mirdi

Kuzul-kêr Sant-Servez zo en e soñj kas ar Mirdi Yan’ Dargent d’ar presbital kozh. Er bourk emañ an ti, nepell diouzh an iliz a zo enni livadennoù gant Yan’ Dargent. Diwar ar porzh dirak ar presbital eo brav ar gweled war an iliz hag ul liorzh a vije moien da gempenn brav.

A-drugarez d’un astenn bras d’an ti e c’hello ar Mirdi Yan‘ Dargent nevez reiñ muioc’h a sked c’hoazh da oberenn an arzour, e ur genlabourat gant mirdioù ha kêrioù all. Perzh a gemero ivez e diorren touristel hag ekonomikel ar vro.