Skip to main content

Da geñver daou c’hant vloaz ganedigezh Yan’ Dargent e vez kinniget deoc’h meur a abadenn en hañv-mañ e Sant-Servez.

SADORN 22 A VIZ EVEN da 7eur, Sonadeg A Cappello, en iliz

MONT-TRE DIEUB, perzh er mizoù diouzh c’hoant pep hini.

Ul laz-kanañ enni un ugent den a gan oberennoù klasel eus an Azginivelezh d’ar sonerezh a-vremañ.

 

SADORN 29 A VIZ EVEN da 5eur, Lennadenn ar C’hannerezed-noz.

MONT-TRE DIEUB, digor dan holl.

Jean Hirrien a lenn mojenn ar C’hannerezed-noz kempennet gantañ, o lakaat an istor e karterioù Sant-Servez hag e lec’hioù tostig.

 

SUL 30 A VIZ EVEN da 6eur, Sonadeg an Duo Aliquot en iliz.

MONT-TRE DIEUB, perzh er mizoù diouzh c’hoant pep hini, e-kerz ar mirdi Yan’ Dargent.

Simona ha Gheorghe Balan (bioloù karantez) a sono tonioù gant François Couperin, Luigi Borghi, Anonymus Bohemicus, Jan Kral ha Hans Vermeersch.

 

SADORN 6 A VIZ GOUERE

10 eur, Gweladenniñ e brezhoneg ar mirdi, an iliz hag ar chapel, gant Ronan Hirrien, prezidant kevredigezh Mignoned Mirdi Yan’ Dargent.

DIGOUST

3 eur Prezegenn Skeudennnaouiñ Divina Commedia Dante gant Yan’ Dargent (1879) par Claire Lesage, maître de conférence à l’Université Rennes 2, ANR DHAF, CELLAM.

DIGOUST

6 eur Kontadennoù ha sonerezh La Bretagne à Braz Ouverts, 10€, priz izellaet diwar brouenn.
Un danevell mesket enni mojennoù kozh Breizh har ar sonerezh barok. Ar c’honter Achille Grimaud hag ar muzisian Aldo Ripoche – o seniñ en abadenn-mañ ur viol eus 1764 –, a laka da vevañ danevelloù ha skeudennoù Breizh savet gant Anatol ar Braz. Ur bed tost ouzh hini Yan’ Dargent. Evit an holl azalek 7 vloaz.

La Bretagne a Braz ouverts © Cie la Bande à Grimaud

La Bretagne a Braz ouverts © Cie la Bande à Grimaud

Serge Marzin, arzour a enor er Mirdi Yan’ Dargent

En em gavout gant Serge Marzin da gomz gantañ eus e labour hag eus an engraviñ :

  • D’ar sul 7/7 da 3eur
  • D’ar sul 11/8 da 3eur

Atalier deskiñ engraviñ : teknik poentenn sec’h war Renalon (plexiglas) e-pad 3 eurvezh

  • frapad kerent-bugale d’ar merc’her 10/7 da 9e : daou-ha-daou o labourat war ar memes patrom ! Azalek 5 bloaz, 25€ evit pep binom.
  • frapad bugale d’ar gwener 19/7 da 9e : 6 pe 8 bugel azalek 5 bloaz, digoust.
  • frapad tud gour d’ar gwener 9/8 da 9e : 6 pe 8 den, 25€ pep hini.

MERC’HER 10 A VIZ GOUERE Redadeg-reteriñ evit ar grennarded, da 2 eur, tro 2 eurvezh
Strolladoù 3 den, azalek 10 vloaz (9 bloaz ma teu e dad pe e vamm gant ar bugel), gant ur pellgomz dre strollad. Da bep strollad e vo roet ur c’hit loc’h (kartenn, nadoz-vor, dour ha brioch). Lakaat e anv ha kaout titour dre bostel animationstservais@gmail.com pe war al lec’h eus 1 eur da 1e45.

 

SUL 14 A VIZ GOUERE, deskiñ war arz sakr Yan’ Dargent, 11e30.
Da fin oferenn ar Pardon e kaozeo Ronan Hirrien war oberennoù arz sakr Yan’ Dargent en iliz, er chapel hag er mirdi.

DIGOUST.

 

GWENER 26 A VIZ GOUERE da 6 eur, kontadennoù e traoñ an ivinenn, gant sonerezh, gant Awenn Plougoulm, e Leslem vihan

MONT-TRE DIEUB, perzh er mizoù diouzh c’hoant pep hini.

Dizoleiñ bed Yan’ Dargent dre ar c’hontadennoù hag ar c’han, mojenn ar C’hannerezed-noz e-touez re all. Ur grouadenn a lakaio da huñvreal ha da vamiñ ar re vihan koulz hag ar re vras.

 

YAOU 1 A VIZ EOST da 7 eur, sonadeg telenn gant Nolwenn Arzel, en iliz.

MONT-TRE DIEUB, perzh er mizoù diouzh c’hoant pep hini.

Nolwenn Arzel zo unan eus an delennerien geltiek gwellañ e Breizh.

Nolwenn Arzel @ DR

Nolwenn Arzel @ DR