Skip to main content

Mignoned mirdi Yan’ Dargent

Jean Berthou © Mano Tanguy

Jean Berthou © Mano Tanguy

Kevredigezh Mignoned Mirdi Yan’ Dargent – AMY’D, leun a vuhez

Ne c’haller ket distagañ krouidigezh Kevredigezh Mignoned ar Mirdi Yan’ Dargent diouzh personelezh Jean Berthou. Abaoe m’eo marvet e ziazezer e miz Kerzu 2022 e kendalc’h ar gevredigezh gant hec’h obererezhioù ha bev-buhezek eo. Evel ma weler gant an darvoudoù a bep seurt tro-dro da zaou-c’hant vloaz ganedigezh Yan’ Dargent e 2024 hag ar raktres.

Gant anaoudegezh vat evit karantez an arzour ouzh e vro c’henidik en doa bet c’hoant Jean Berthou digeriñ ur mirdi gouestlet da Yan’ Dargent e Sant-Servez. E miz Even 1989 e oa krouet kevredigezh Mignoned Mirdi Yan’ Dargent. E 1991 e oa digoret ar mirdi e ti-skol kozh ar baotred. Gant Jean Berthou e bet pinvidikaet an dastumadoù a vloaz da vloaz ha talvoudekaet oberenn Yan’ Dargent gant embannadennoù ha prezegennoù. Entanet kenañ eo bet atav o tiskouez an dastumadoù hag an diskouezadegoù d’ar weladennerien.

Hiziv ez eus ouzhpenn hanter-kant ezel e kevredigezh Mignoned Mirdi Yan’ Dargent.

Goude marv Jean Berthou e miz Kerzu 2022 ez eus deuet ur skipailh nevez da gemer e karg merañ ha kreskiñ ar mirdi, en-dro d’e brezidant Ronan Hirrien, gant ar c’hoant da reiñ d’al lec’h-mañ ar ment hag ar brud dellezet.

A-drugarez d’hec’h izili ha donezonerien e c’hell ar gevredigezh miret gwelloc’h oberennoù Yan’ Dargent, studiañ anezho ha kinnig diskouezadegoù. Evit kement-mañ eo bet soutenet gant ti-kêr Sant-Servez ivez a-hed ar bloavezhioù. En concertation avec la municipalité et la DRAC Bretagne, un projet d’installation d’un nouveau musée consacré à Yan’ Dargent dans l’ancien presbytère est actuellement à l’étude.

Mignoned Mirdi Yan’ Dargent zo ur gevredigezh anavezet a laz hollek hag a c’hell embann kuitañsoù kemedel evit ar roadennoù graet dezhi.

Pellgargañ ar c’hannadig emezelañ er gevredigezh

Ronan Hirrien, prezidant kevredigezh Mignoned ar Mirdi Yan' Dargent

Ronan Hirrien, prezidant kevredigezh Mignoned ar Mirdi Yan’ Dargent