Skip to main content

Istor

UR MIRDI BIHAN HA BEV

Abaoe 1991 e tiskouez ar mirdi a bep seurt oberennoù livet hag un dastumad bras tresadennoù ha levrioù skeudennaouet gant an arzour. Reiñ a ra da anaout buhez Yan’ Dargent ha diskouez a ra kement tu eus e ampartiz da livañ gweledoù kaer, poltredoù tud, mojennoù Breizh, ar sent hag ar santezed. Anaoudegezh a reer ivez gant unan eus brasañ skeudennerien levrioù e amzer.

E 1991 e oa bet krouet Mirdi Yan’ Dargent gant ur bugel all eus ar vro, Jean Berthou. Gant digoradur ar mirdi Yan’ Dargent e parrez c’henidik an arzour e bet sachet evezh an dud a nevez war ul liver hag a oa bet ankounac’haet goude e varv siwazh.

Un dastumad dispar a levrioù skeudennaouet

Treset en deus Yan’ Dargent evit un daou c’hant levr ha meur a gelaouenn. E-touez al levrioù, un embannadur espar eus La Divine Comédie skrivet gant Dante (1879), pe La Vie des saints gant an aotroù Paul Guérin (1884). Ar mirdi zo ennañ brasañ dastumad levrioù skeudennaouet gant Yan’ Dargent : un tri-ugent levr disheñvel en o embannadur orin, e meur a skwerenn, dastumadoù klok kelaouennoù skeudennaouet gant Yan’ Dargent.

Diskuliet e vez gant an dastumad bras levrioù-mañ ampartiz Yan’ Dargent da dresañ, komprenet e vez gantañ ivez penaos e veze graet levrioù en XIXvet kantved, an teknikoù nevez da eilskeidenniñ tresadennoù hag a ro ur plas brasoc’h dezho el levrioù (engravadurioù war goad sonn pe war vaen…), plas arskeudennerien en XIXvet kantved (Gustave Doré…), ar vicher embanner o tont war wel en XIXvet kantved, ar sujedoù a sache evezh an dud e eil hanterenn an XIXvet kantved (levrioù ledañ skiant, kontadennoù evit bugale, feiz katolik, dizoleiñ ar bed…)…

Paolo et Francesca, gravure à partir d'un dessin de Yan' Dargent pour la Divine Comédie (1879) © Musée Yan' Dargent à Saint-Servais

Paolo et Francesca

Bord ar mor e Karanteg

Bord ar mor e Karanteg

Gweledvaoù ha mojennoù eus Breizh

Evit al livadennoù hag an tresadennoù e oa bet kroget gant an dastumad azalek bloavezh kentañ ar mirdi, e 1991, gant Lost lenn Brezal, ul lec’h tost ouzh bourk Sant-Servez a blije kenañ da Yan’ Dargent hag en deus livet alies. Yan’ Dargent oa bet mailh da livañ gweledoù kaer. Lec’hioù e vugaleaj en deus livet diehan : al lanneier, ar gwenojennoù don hag ar c’hoadoù e oa bet o pourmen enno. Meur a daolenn er mirdi a ziskouez an ampartiz-se : Distro ar saout dindan an arneñv d’ar pardaez, Bord ar mor e Karanteg

Evit bezañ livet mojennoù klevet en e yaouankiz eo e oa bet brudet ar muiañ. E 1861 e oa bet diskouezet e daolenn Ar C’hannerezed-noz er Saloñs e Pariz ha bamet e oa bet Théophile Gautier ganti. Un eilad eus 1888 a virer hiziv an deiz e Mirdi an Arzoù-Kaer e Kemper. Diwar ar memes awen e vo gwelet er mirdi Ar beñseerien e Gwiseni, livadenn diskouezet er Saloñs e 1861, pe c’hoazh ar c’hlaouenn Aezhennoù an noz, bet graet da brentiñ al livadennoù gant ar memes anv a zo miret e mirdioù arzoù-kaer Lyon ha Kemper.

Er mirdi e vez gwelet nag a stiloù disheñvel a vez gant Yan’ Dargent. E livadennoù relijiel a ziskouez bezañ a-wechoù klasel, a-wechoù romantel.

Yan’ Dargent en deus livet poltredoù tud ivez, ha divuhezennoù. Un arzour klok. En diskouezadeg pad e weler mat e ampartiz da dresañ ha da livañ ar gwez, ar vugale, ar marv, ar mojennoù pe ene Breizh.

Ur mirdi bev

Ar mirdi Yan’ Dargent a gustum pinvidikaat e zastumadoù, amprestiñ oberennoù ha prestiñ re all. Pezh a ziskouez eo bev mat hag anavezet. Setu un nebeut skouerioù eus kement-mañ :

  • Un daolenn, Ar vezhinerien, bet prenet e miz Gouere 2023 gant kevredigezh Mignoned Mirdi Yan’ Dargent.
  • Un donezon degemeret e miz mae 2023 gant ar c’huzul-kêr, An olevadur e Bethania (pe Ar pred e ti Simon). An oberenn nevez enskrivet en ISMH a ranko bezañ kempennet.
  • Da geñver lidoù daou c’hant vloaz ganedigezh Yan’ Dargent en deus preste tar mirdi teir oberenn da Servij Sevenadurel kêr Landerne diskouezet er Palier Rohan en hañ 2024 : An distro eus ar parkeier d’ar pardaez, Kas ar saout en-dro dindan an arneñv ha Burzhud Sant Houardon, studiadenn da brientiñ an daolenn gant memes anv miret en iliz Sant-Houardon.
  • Un daolenn gant Pierre Souyris awenet gant Ar C’hannerezed-noz gant Yan’ Dargent zo bet prestet gant hor mirdi evit an diskouezadeg « Mervel, pebezh avantur ! » e Mirdi Breizh e Roazhon betek an 21 a viz Gwengolo 2024. E 2023 e oa bet prestet dija da Abati Daoulaz evit ar memes diskouezadeg.
Ar vezhinerien © Albert Pennec

Ar vezhinerien

Sant Yann hag ar maouezed santel e-harz ar groaz.

Sant Yann hag ar maouezed santel e-harz ar groaz.

AR PORZH-ILIZ

Pinvidikaet e oa bet Sant-Servez gant gounidegezh al lin er XVIIvet kantved evel ma tiskouez ar porzh-iliz kaer. Er bloavezhioù 1870 e oa bet kinklet an iliz hag ar chapel gant Yan’ Dargent : tresañ ‘ra ar gwerennoù-livet ha sevel ‘ra meur a livadenn, war voger ha war lien. Porzh-iliz kaer Sant-Servez zo unan eus ar savadurioù bet kinklet ar muiañ gant Yan’ Dargent, asambles gant iliz-veur Kemper hag iliz Sant-Houardon e Landerne.

Evit iliz e barrez c’henidik en deus livet Yan’ Dargent an taolennoù Ar C’hrist en e veurded gant e ebestel en-dro dezhañ, Ar Werc’hez gant he rozera, Badiziant ar Jourdan, kartonioù ar gwerennoù-livet. Ouzhpenn ez eus bet prenet gant an AMY’D, ha diskouezet en iliz : peder zaolenn digant ur manati kozh – Ecce Homo (Ar C’hrist diskouezet d’ar bobl), Ar C’hrusifiet (ar Werc’hez, sant Yann ha Mari-Madalen e traoñ ar groaz), Sant Benead ha santez Skolastik, Asompsion ar Werc’hez –, un daolenn vras bet graet evit ar chapel da gentañ, Marv Salaün ar Foll hag ur stumm bihanoc’h eus ar vojenn-mañ eus ar Folgoad

Evit ar chapel en doa graet Yan’ Dargent al livadennoù war voger-mañ : Ar bedenn hag an aluzenn a denn an eneoù a boan (titr engravet e brezhoneg dindan al livadenn), Ecce Homo, An Ankoù hag ar Bev, houmañ ziwezhañ a oa aet war fallaat buan gant ar glebor e amzer Yan’ Dargent. Taolenn Ar familh santel, leun a deneridigezh Ha da echuiñ, treset en deus ivez ar werenn-livet.

An holl oberennoù-mañ zo bet lakaet e ratre a-nebeudoù gant an ti-kêr, skoazellet gant meur a ensavadur (DRAC, Kuzul-Departamant, Rannvro Breizh).

Pa ‘z a Yan Dargent d’an Anaon e Pariz, e ti e vab, d’an 19 a viz Du 1899, ha war e c’houlenn eo beziet en e barrez c’henidik. Goude, hervez e c’hourc’hemennoù diwezhañ e oa bet lakaet e glopenn en ur voest-relegoù er chapel e 1907.