Skip to main content

Ar porzh-iliz

En iliz hag er chapel eus ar XVIIvet kantved ez eus meur a oberenn gant Yan’ Dargent. Evit lod diouto int bet lakaet eno gant an arzour e-unan, lod all zo bet prenet nevesoc’h zo. Er chapel emañ ivez klopenn Yan’ Dargent, miret en ur voest zink plomet. Harp ouzh ar chapel emañ bez an arzour er vered.

Ar porzh-iliz zo bet adlakaet e ratre gant ar gumun, sikouret gant meur a ensavadur : Renerezh-rannvro an aferioù sevenadurel DRAC, an Diazezadur glad, Rannvro Breizh ha Kuzul-Departamant Penn-ar-Bed. Meur a livadenn zo bet nevezet ivez.

Taolit evezh : En iliz e kaver daou stumm eus Mojenn Marv Salaün ar Foll : ul livadenn bras-divent, bet graet evit chapel Sant-Servez, hag ul livadenn bihanoc’h, bet diskouezet er Saloñs e 1895.

Enclos paroissial Saint-Servais - Vue générale avec cimetière