Ar mirdi
E Sant-Servez eo, e parrez c’henidik Yan’ Dargent eo diskuliet ar gwellañ mailhoni an arzour.
E ti-skol kozh ar baotred, e kreiz ar bourk, emañ mirdi Yan’ Dargent. Bihan eo met plijadurus eo deskiñ ennañ war vuhez hag oberenn an arzour-mañ eus an XIXvet kantved. Yan’ Dargent en doa desket e-unan e vicher, puilh kenañ eo bet e oberenn, ha staget kenañ eo chomet atav ouzh e wrizioù e Breizh.
Er memes sal e tiskouez ar mirdi meur a livadenn hag un dastumad bras a dresadennoù ha levrioù skeudennaouet gant an arzour. Reiñ ‘ra da anaout buhez Yan’ Dargent ha kement tu eus e ampartiz. Mailh eo da livañ gweledoù kaer, poltredoù tud, mojennoù Breizh, ar sent hag ar santezed, ha bezañ ez eo unan eus brasañ skeudennaouerien levrioù e amzer.
Ouzhpenn ar mirdi e vez kinniget gweladenniñ an iliz hag ar chapel lec’h ma ‘z eus diskouezet oberennoù arz sakr.