Skip to main content

An arzour

Yan’ Dargent, arzour dibar

Ul liver breizhat dioutañ e-unan eo Yan’ Dargent. Ganet eo e Breizh, ha koulskoude al lodenn vrasañ eus al livourien awenet gant Breizh zo deuet eus lec’h all. Gant e varr-livañ en deus meulet gweledoù bro Leon, e eskopti genidik, met ivez re gourenez Kraozon. Livet en deus mojennoù e yaouankiz, kinklet en deus meur a iliz ha brudet eo bet evel skeudenner levrioù. Treset en deus gwerennoù-livet ha pladoù feilhañs ivez. Ur c’hrouer puilh eo bet evit gwir.

Ul liver en deus desket e-unan ar vicher eo Yan’ Dargent. Ganet eo e Sant-Servez, e Leon, d’ar 15 a viz Here 1824. Brudet eo bet dreist-holl evit bezañ livet mojennoù eus Breizh. E 1859 e prene ar Stad digantañ an daolenn vras Sant-Houardon diskouezet er Saloñs hag e lakae stagañ anezhi ar bloaz goude en iliz anvet heñvel. E 1861 e oa bet brudet evit e daolenn Ar C’hannerezed-noz diskouezet er Saloñs e Pariz, hag a oa bet bamet Théophile Gautier ganti. Test e amzer eo bet ivez o reiñ deomp gweledoù natur ha poltredoù tud. E departamant Penn-ar-Bed eo bet brudet evit al livadennoù war voger ha war lien bet graet evit meur a iliz. Bet eo ivez ur skeudenner puilh kenañ : treset en deus evit un daou c’hant levr ha meur a gelaouenn, en o zouez un embannadur dibar eus an Divina Commedia gant Dante (1879), pe c’hoazh eus Buhez ar sent gant an Aotroù Paul Guérin (1884).

Gant ar mirdi gouestlet dezhañ hag ar porzh-iliz e-kichen ez eus e Sant-Servez un testeni dibar eus oberenn Yan’ Dargent, ken puilh ha liesseurt.

« E-touez ar milieroù a livourien o deus redet Breizh eus ur penn d’egile e-pad eil hanterenn an XIXvet kantved ez eus gant Yan’ Dargent ur plas dioutañ e-unan, n’eo ket hepken dre e orin leonat, met dreist-holl dre an awenoù divoutin ha dibar eo bet troet ganto. A-hed e dreuz evel arzour ne baouezo ket a ziskouez pegen stag e oa ouzh bro e vugaleaj dre livañ he mojennoù hag he gweledoù. Tostig ouzh ar mirdi gouestlet dezhañ ez eo porzh-iliz Sant-Servez ul lec’h hep e bar a ro tu da gompren temoù e livadennoù relijiel. Dellezek eo Yan’ Dargent, unan eus livourien pouezusañ Breizh, da gaout evezh bras digant ar Bretonezed hag ar Vretoned. »

André Cariou Penn-virour ar glad ha rener kozh mirdi Arzoù-kaer Kemper, istorour an arz, hag en deus skrivet kalz levrioù war al livañ e Breizh.

« Pa gemer ar realouriezh he c’hreñv gant Millet ha Courbet e tiskuilh ‘Ur burzhud gant sant Houardon’, ‘Marv ar barzh diwezhañ’ hag ‘Ar C’hannerezed-noz’ pegen dibar eo Yan’ Dargent. »

Denise Delouche, istorourez an arz, kelennerez skol-veur, skrivet ganti un dezenn doktorelezh war al livourien e Breizh a-raok Paul Gauguin ha meur a levr war istor al liverezh hag al livourien e Breizh.

Eus Jean-Edouard Dargent da Yan’ Dargent

D’ar 15 a viz Here 1824 e oa bet ganet Jean-Edouard Dargent e Sant-Servez e Bro Leon. Ne oa ket tonket da zont da vezañ an arzour Yan’ Dargent e mod ebet. E dad, Claude Dargent, zo eus Lorraine ha kourrezer eo e vicher. E Ti Robée, ur post  skemm kezeg, e ra anaoudegezh gant Clémentine, merc’h ar perc’henn, Pêr Robée, hag e timez ganti. Jean-Edouard n’eo ket daou vloaz pa goll e vamm. Mont a ra e
dad da Landerne da sevel ur familh nevez. Savet eo Jean-Edouard gant e dud-kozh hag a ra Yann dioutañ kredapl. Deskamant zo roet dezhañ gant e donton Thomas Robée, skolaer e Plouared, ha goude e Skolaj Leon e Kastell-Paol. Labour e kav en ur stal labourioù publik e Brest. En dro da 1844 emañ o chom e Troyes lec’h m’eo implijet da sevel un hent-houarn. Neuze e teu da vezañ kamarad gant al liver gweledvaour Jules Schitz, kelenner ha rener skol tresañ ar gêr. Azalek neuze e klask bevañ diwar e greion hag e varr-livañ.

Le Progrès en marche © Musee Yan’ Dargent St Servais Photo Albert Pennec

Saint Houardon HSB © Musee Yan’ Dargent St Servais Photo Albert Pennec

Liver mojennoù Breizh

Azalek 1850 e tiskouez taolennoù inga l er Saloñs e Pariz. Ur pezh darvoud eo ha dibabet pizh e vez an oberennoù diskouezet eno. A-benn ar fin e sach evezh ar publik e 1859 gant an daolenn Sant Houardon, prenet gant an impalaer Napoleon III ha fiziet nebeut goude e iliz nevez Landerne. Goude, e 1861, ez eo ar C’hannerezed-noz a blij d’an dud, da Théophile Gautier end-eeun : ar bloaz goude eo diskouezet e Londrez ha gwerzhet e Bro-Skos. Taolenn vrudetañ an arzour eo hiziv, dreist pep tra evit ar gwez a zo stummoù tud pe anevaled spontus dezho. Ar bloavezhioù diwezhañ eo bet diskouezet e Pariz (e Palieroù broadel ar Palez Bras e 2006-2007, « Ur wech e oa Walt Disney, da awenoù arz ar studioioù Disney »), e Lille (e Palaez an arzoù-kaer e 2022, « Ar c’hoad hud »), e Landerne (er C’hef Hélène hag Edouard Leclerc e 2023, « War roudoù Tolkien ha faltazi ar Grennamzer, livadurioù ha tresadennoù John Howe »)…

Ur skeudenner brudet

N’eo ket diwar livañ e c’hounez Yan’ Dargent e vuhez met diwar skeudenniñ levrioù eo ez eo. Unan eus brudetañ skeudennerien eil hanterenn an XIXvet kantved eo. Azalek 1856 e weler e anv ingal erc’hazetennoù skeudennet : Le Magasin catholique illustré, La Vie à la campagne, Le Magasin pittoresque, La Chasse illustrée, le Tour du monde, la Bibliothèque des merveilles, le Musée des familles… Goude, azalek 1863, e vez skeudennet gantañ levrioù e-leizh hag a bep seurt : kontadennoù, ledañ skiant, relijion, istor…

Skeudenniñ a ra e-unan un hanter-kant levr, pezh zo ouzhpenn pemp mil tresadenn, hag e tegas e lod da skeudenniñ kant hanter-kant levr all. Fonnus eo e labour evit gwir ha klask a vez warnañ. Skeudenniñ a ra kontadennoù Grimm, Andersen, Perrault, Laboulaye pe Assolant, lec’h m’en em blij o tresañ bugale ha gwez. Dalc’het eo bet anv ar skeudenner Gustave Doré gant an istor p’en deus treset e-kichen ar brasañ skridoù : Rabelais, Don Quichotte, ar Bibl… Doré a ra berzh gant embannadur An Ifern gant Dante e 1861 met gortoz a ra 1868 evit lakaat da embann div lodenn allan Divina Commedia gant Dante, Ar Purgator hag Ar Baradoz. Dargent n’en deus ket bet c’hoantoù ken uhel ha Doré, pe e embannerien n’o deus ket bet anezho evitañ. Koulskoude e c’hoari outañ gant e Divina Commedia embannet gant ar baotred Garnier e 1879 e galleg, goude e 1888 e spagnoleg hag e 1908 e brazilianeg. Eus ar c’haerañ eo ivez e dresadennoù evit La Vie des Saints gant an aotroù ‘n eskob Paul Guérin, e 1884.

Divine Comédie Dante © Musee Yan’ Dargent St Servais Photo Albert Pennec

La Mort de Salaün ar Foll, 1895 © Musee Yan' Dargent à Saint-Servais

La Mort de Salaün ar Foll, 1895. Huile sur toile, 250 x 500 cm. Collection musée Yan’ Dargent à Saint-Servais © Albert Pennec

Liver oberennoù sakr

E 1865 e pren Yan’ Dargent un ti e Kreac’h Andre e Kastell-Paol. Eno e vez aliesoc’h aliesañ gant e wreg, Eugénie Mathieu, muzisianez. E 1869 e stag da ginklañ chapel Sant-Servez : livadennoù war voger, tresadennoù evit ar gwerennoù. E gartenn vizit e vo evit ur roll kinklañ kalz brasoc’h : livadennoù war voger iliz-veur Kemper, graet eus 1871 da 1883. Estreget iliz ha chapel Sant-Servez, iliz-veur Sant-Kaourintin e Kemper, e ra livadennoù war voger, livadennoù eoul war lien pe tresadennoù gwerennoù evit meur a iliz all. Prosesion ar sent e iliz Sant-Houardon e Landerne, nevezklasel ar stil anezhi, a ziskouez ar c’hoant da sevel un oberenn vras. Evit diskouez pennoù meur ar feiz e Breizh ez eo Yan’Dargent dioutañ e-unan ar muiañ : e-touesk livadennoù war voger Kemper e chomomp estlammet dirak an Tad Maner o kaout donezon ar brezhoneg, Dom Mikael an Nobletz o prezeg e Breizh, Sant Kaourintin a sant Primel bamet o komz asambles. E Sant-Servez ez eo Marv Salaün ar Foll eus ar c’haerañ ivez.

Livour gweledvaour e Breizh

E 1885 e varv e dad-kaer hag e wreg o daou. Neuze e vez raloc’h dezhañ mont da Bariz. Tresañ a ra e Brezal e Sant-Servez, war arvor bro Leon pe e gourenez Kraozon, hag adkemper e studiadennoù en e atalier goude. An temoù hag ar patromoù a vez alies ar memes re : bugale o c’hoari war dornaodoù, gwez, dizreiñ eus ar parkeier, oabloù arneñv. E weledvaoù a ziskouez pegement e kar Breizh.

Rentree du troupeau sous un ciel d orage HD © Musee Yan’ Dargent St Servais Photo Albert Pennec

expo YD illustrateur de livres BM Brest 1976 © Musee Yan’ Dargent St Servais Photo Albert Pennec

E zibarded anavezet a nevez

gouestlet da Livourien Breizh a-raok Gauguin, e 1975, gant un diskouezadeg levrioù skeudennet kinniget gant Jean Berthou e Levraoueg kêr Vrest e 1976, un diskouezadeg vras e Landerne e 1989, digoradur ar Mirdi Yan’ Dargent e Sant-Servez e 1991 diwar intrudu Jean Berthou hag ar c’huzul-kêr, un diskouezadeg e Mirdi Arzoù-kaer Kemper e 1999. Hiziv a-benn ar fin ez eo karet d’e dro gant ar Vretoned an hini en deus meulet kement mojennoù ha gweledvaoù e zouar genidik.