Skip to main content

Ar mirdi Yan’ Dargent

Un arzour e kalon e gumun.
E bourk bihan Sant-Servez, e departamant Penn ar Bed, ez eo ar mirdi Yan‘ Dargent, an iliz hag ar chapel lec’hioù dispar evit diskuliañ oberenn an arzour. Eno e c’heller gwelet kement tu eus e oberenn ha muzuliañ pegen puilh ha talvoudus eo.

Gouzout hiroc’h

Yan' Dargent

Ul livour dibar.
E-unan en deus desket Yan’ Dargent e vicher ha brudet eo bet hep mar ebet pa oa bev. Sachet e oa bet evezh Théophile Gautier gant e daolenn vrudetañ Ar C’hannerezed-noz. Ur skeudenner puilh a oa klask warnañ eo bet ivez : skeudennet en deus un daou c’hant levr, e-unan pe gant arzourien all. Goulennet e oa bet digantañ kinklañ meur a iliz ivez. Livour dibar, stag e galon ouzh e Vreizh c’henidik eo dellezek Yan’ Dargent da vezañ anavezet evit gwir hiziv.

Gouzout hiroc’h

Les Goémoniers © Albert Pennec

Mignoned ar Mirdi
Yan' Dargent

Deuit ganeomp !
Abaoe 1989 e labour kevredigezh Mignoned ar Mirdi Yan’ Dargent da binvidikaat dastumadoù ar Mirdi Yan’ Dargent. Ganti e vezont miret, ratreet, studiet ha roet da anaout. Sikour a ra da studiañ ha da vrudañ ar ouiziegezh war Yan’ Dargent. Kement-mañ a-drugarez da labour he zud a youl vat ha da skoazell arc’hant hec’h izili. Evit gouzout hiroc’h, klikit AMAÑ.

Gouzout hiroc’h